Buhez ar bodadoù labour
An holl war ar pont ! Pep hini krog e-barzh !
Evit kas ar skol en-dro, evit aesaat an traoù d’hon bugale ha skañvaat ar bec’h war divskoaz labourerien ar skol eo ret D’AN HOLL kregiñ e-barzh.
Goulenn a reomp digant pep tad ha mamm kemer perzh en UR bodad-labour da vihanañ, an hini a blij dezhañ ar muiañ hervez e c’hoant pe e ampartiz pe e amzer. Evit ho sikour da zibab, setu amañ ul listennad anezho gant un displeg eus al labour graet enno.