Buhez ar gevredigezh

  • Meret eo Skol Diwan Roazhon gant ur gevredigezh hervez lezenn 1901 anvet Diwan Bro Roazhon, lakaet dezhi ar palioù-mañ :

    • reiñ un degemer a zoare da vugale Skol Diwan Roazhon
    • kas ar brezhoneg war-raok e Roazhon hag e Bro Roazhon.

    Izili ar gevredigezh eo holl mammoù ha tadoù bugale Skol Diwan Roazhon. Sichenn ar vuhez er skol eo labour dic’hopr an holl mammoù ha tadoù. E penn ar gevredigezh ez eus ur c’huzul-merañ, anvet gant an an holl izili, ha dic’hopr ar re zo anvet.

    Bodadegoù a vez a-hed ar bloavezh-skol.

    • Ar Vodadeg Veur : 1 wech ar bloaz, war-dro miz Meurzh, evit gwelet al labour graet er bloavezh a-raok ha prientiñ al labour da ober er bloavezh war-lerc’h ha dilenn ur c’huzul-merañ nevez.
    • Ar bodadegoù ordinal : 3 pe 4 zo en ur bloavezh, studiet e vez kudennoù ar skol hag ar gevredigezh.
    • Ar bodadoù-labour (pe komisionoù).
    • Ar c’huzulioù-skol : 3 gwech ar bloaz, enne e vez bodet an tadoù pe mammoù dileuriet e pep klas hag ar skolaerien. Enne e vez kaoz eus mont en-dro ar skol, ar c’hlasoù, eus ar vuhez er skol hag eus ar raktresoù pedagogel.
    • Bodadeg Veur Diwan Breizh : Emañ Diwan Bro Roazhon e-barzh rouedad Diwan Breizh ha ret eo deomp kemer perzh e buhez Diwan penn-da-benn.

    An holl war ar pont ! Pep hini krog e-barzh !

    Evit kas ar skol en-dro, evit aesaat an traoù d’hon bugale ha skañvaat ar bec’h war divskoaz labourerien ar skol eo ret D’AN HOLL kregiñ e-barzh : labourat er c’homisionoù, erlec’hiañ an dud klañv, deiz ar c’hig-ha-farz ha hini ar fest-noz, ar skubadegoù bras a vez e Gwengolo ha d’an nevez-amzer, brudañ abadennoù ar skol, ar festoù hag an Dorioù Digor…

    Bloavezh skol 2011-2012 : Piv a ra petra ?

    Ar c’huzul merañ (CA) 

    • Gérard Gautier (prezidant)
    • Myriam Thomas (teñzorourez)
    • Etienne Tabourier (sekretour)
    • Marianne Duhamel (eil teñzorourez)
    • Katell Chantreau (eil sekretourez)
    • Christophe Béguin
    • Nolwenn Thubert
    • Amandine Chevalier
    • Xavier Callegari

    An dud e karg eus ar bodadoù labour

    • Bodad an implijidi : Marianne Duhamel
    • Bodad an arc’hantañ : Katell Chantreau
    • Bodad an diorren : Stéphane Sélosse
    • Bodad ar c’hehentiñ : Katell Chantreau  
    • Bodad al levrioù : Nolwenn Thubert 
    • Bodad ar c’hig-ha-farz : Anne-Sophie Rochepeau ha Stéphane Méric 
    • Bodad ar fest-noz : Etienne Tabourier  
    • Bodad al liorzhañ : Fabrice Véronneau 
    • Bodad ar c’hempenn : Gérald Ollivier  
    • Bodad an urzhiataerezh : Jañ-Mai Drapier 
    • Bodad ar c’hermes : Xavier Callegari ha Mathilde Carrissant
    • Bodad ar brezhoneg : Nolwenn Thubert
    • Bodad ar Redadeg : Gérard Gautier
    • Pol teñzoriezh : Myriam Thomas, Marianne Duhamel, Ludovic Goret

    Skipailh ar gelennerien

    • Anne Gervez (PS)
    • Odile Chapron (MS-GS)
    • Liza Jacq (GS-CP)
    • Véronique Guillou (CP-CE1)
    • Fañch Callinet (CE2)
    • Youenn Guillanton (CM1-CM2)

    Ar vuhezourien

    • Brieg Guerveno (rener)
    • Denez Bodat, Sylvie Talagas, Sophie Bouchard, Fabienne Le Goff (ASEM)

    Skipailh ar c’hempenn

    • Marie-Claire Costa
    • Nassira Tabti
  • Emvod meur 24 a viz Meurzh : An holl war ar bont !

    16/03/12

    D’ar Sadorn 24 a viz Meurzh da 1e45 e vo emvod meur bloaziek Diwan Bro… Lenn pelloc’h
  • Ouzhpenn 200 den bodet evit ar fest Nedeleg

    30/01/12

    Leun-chouk e oa ar skol d’ar Sadorn 10 a viz Kerzu evit Fest an… Lenn pelloc’h
  • Emvod AEP d’ar Yaou 19 a viz Genver da 8e30

    3/01/12
    Pedet eo holl gerent ar skol d’an emvod AEP a vo dalc’het d’ar Yaou 19 a viz Genver, da 8e30. War ar roll : Kinnig ha votadeg war ar mod d’ober pa ne vez ket paeet ar fakturennoù (kantin ha… Lenn pelloc’h
  • 12 familh nevez !

    11/09/11

    127 bugel zo enskrivet er skol er bloaz-mañ, 17 skoliad nevez en o… Lenn pelloc’h
  • Distro-skol laouen d’an holl !

    1/09/11

    Echu ar vakañsoù. Poent eo mont d’ar skol en-dro. 128 bugel zo enskrivet… Lenn pelloc’h
  • AEP d’ar Meurzh 24 a viz Mae

    16/05/11
    Pedet eo holl familhoù skol Diwan Roazhon d’an emvod AEP a vo d’ar Meurzh 24 a viz Mae, da 8e30 er skol. War ar roll : mont en-dro nevez ar skol ha prizioù nevez adalek an distro-skol 2011, pa vo bet… Lenn pelloc’h
  • Ar c’huzul-merañ nevez

    17/04/11

    Pevar merour nevez oa bet dilennet da geñver emvod meur Diwan Bro… Lenn pelloc’h
  • Sinadur kevrad rouedad Diwan

    15/12/10

    Dileuridi ar c’hevredigezhioù Diwan Dinan, Ar Meziaer ha Roazhon, o… Lenn pelloc’h
  • AEP an distro skol d’an 23 a viz Gwengolo

    12/10/10
    D’ar Yaou 23 a viz Gwengolo, da 8e30 er skol, e vo emvod AEP an distro skol. Roll labour : sevel skipailhoù ar bodadoù labour, labourioù CGT, mone-done er skol da 4e30, fest an Nedeleg, stand e Ille… Lenn pelloc’h
  • Degemer mat d’ar familhoù nevez

    12/10/10
    Setu, kroget mat an traoù en-dro. 120 bugel zo enskrivet er skol e miz Gwengolo 2010, 8 ouzhpenn evit warlene. 12 familh nevez zo er skol ha kejet hon eus gant an darn vrasañ anezho d’ar Yaou 9 a… Lenn pelloc’h

Deiziataer

  • Mae

    • 3 KM
    • 3 Emvod Redadeg
    • 4 Gwerzhadeg levrioù
    • 5 Stand DBR e marc’had Zagreb
    • 15 Redadeg e Roazhon
    • 24 KM
    • 30 Bodad an arc’hantañ
  • Even

    • 2 Kuzul skolioù Diwan
    • 2 Dorioù digor
    • 14 KM
    • 17 Kermes
    • 28 KM ?
  • Gouere

    • 3 Merc’herioù an Thabor
    • 5 Vakansoù
    • 18 Merc’herioù an Thabor
    • 25 Merc’herioù an Thabor