1982-1989 Bali Gwitreg


  • 10 a viz Kerzu, boulouard Gwitreg, lid digoridigezh ar skol nevez a chomo 7 vloaz en un ti bihan, en-dro dezhañ ul liorzhig vihan, fankek a-wechoù, evit brasañ plijadur ar vugale.




    Skolidi 1984-1985 gant o skolaerien, Padrig Favereau hag Annaïg Ar Mée.



    Skolidi 1985-1986 gant o skolaerien Padrig Favereau (a-gleiz) ha Yann Haspot (a-zehou). E-kreiz, ur stajiad, Doniming Joliivet, a zeuio da vezañ rener skolaj Diwan Plijidi.


  • Diwan Bro Roazhon war Antenne 2

    1/08/11
    E 1982 e oa deuet kazetennerien eus Antenne 2 e skol Diwan Roazhon d’ober ur reportaj. Gallout a reer gwelet ar film farsus-se war lec’hienn an INA.
  • Niverenn gentañ "Keleier Skol Diwan Roazhon"

    1/08/11

    Niverenn gentañ "Keleier Skol Diwan Roazhon", mamm-gozh Lidiroa, a zeu maez e miz Du… Lenn pelloc’h