1994-2004 Quineleu / Tannou


  • Sinadur feurm skol Quineleu etre Claude Bécam, prezidant ar gevredigezh, hag Edmond Herve, maer Roazhon, dindan daoulagad André Lavanant. Ar wech kentañ eo da skol Diwan Roazhon bezañ staliet en ur skol wir.



    Edmond Herve hag Alan Stivell o sellet ouzh ur pezh-c’hoari c’hoariet gant bugale ar skol : An daou dort, tennet eus ar Barzhaz Breizh.



    Badeziant ar skol : gant Edmond Herve eo torret ar votez-koad, anezhi ar simbol kozh pa veze difennet ouzh ar vugale ober gant ar brezhoneg er skol.




    E 2002 e teu skol Quineleu da vezañ re vihan. Rannet eo skol Diwan Roazhon e daou lec’h. Ar re vihan a chom e Quineleu hag ar re vrasañ a ya d’en em staliañ er skol Tannou, e kreiz-kêr, e-pad daou vloaz.

  • Un nebeud fotoioù tennet er skol Tannou e 2002

    2/08/11

  • Film Degemer mat e Diwan (2003)

    2/08/11
    E 2003 e oa bet aozet ar film-mañ, gant Emmanuel Loiseaux, pa oa staliet ar skol e kreiz-kêr Roazhon, er skol Tannou.