2011 : Un taol-kaer evit ar c’hig-ha-farz !

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 3 a viz Genver 2012
loupe


Perak ’ta ? ’H an da lâret deoc’h ma merc’h !


Da gentañ e oa bet embannet ur pennad ba kazetenn Rennes Metropole, staget outañ ur skeudenn eus skipailh keginerien ar c’hig-ha-farz, mousc’hoarzhoù war o muzelloù. Da c’houde ne oa ket bet start da leuniañ ar sal. Soñjit ’ta ! E-kreiz miz Eost e oa bet resevet an enskrivvadennoù kentañ ! Goude-se zo bet prestet deomp dafar keginañ deus ar c’hentañ : chidouarnoù ha pladoù bet prestet gant Sylvia Meunier, mamm er skol, ha boutailhoù gaz ha treberzhioù bet prestet gant ar gevredigezh Phare Ouest (aozer les Bordées de Cancale). Hep disoñjal an holl dud o deus prestet loaioù, podoù kafe, pladoù... Ne vo ket diskoachet o anvioù amañ. Hepto avat ’mijemp ranket fardañ kig-ha-farz gant c’hoari ti bihan. A-drugarez dezho zo bet espernet kalzig a arc’hant war ar budjed "feurmiñ dafar", ha kresket ar gounid un tamm mat eta ! Trugarez dezho ha trugarez ivez d’an dibluskerien, d’ar geginerien, d’ar walc’herien listri, d’ar skubellerien, d’ar servijourien. Spi hon eus gwelet anezho en-dro (ha reoù nevez ivez) evit ar c’hig-ha-farz 2012 !