25 bugel o vakañsiñ a brezhoneg e Gwignen da vare an Hollsent

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 11 a viz Kerzu 2013
loupe

En em vodet eo Diwan Bro Roazhon ha Div Yezh Bruz evit kinnig ur c’hamp bihan 3 devezh e Gwignen, e ti-feurm La Ruée vers l’air, da vare vakañsoù an Hollsent. 25 bugel, 6-10 vloaz, o deus kemeret perzh ennañ, asambles gant 5 buhezour, an holl anezho tad pe mamm bugale Diwan pe Div Yezh. Ur c’hoari bras evit herzel forbaned o klask laerañ kezeg, abadenn gant ur marc’h-tenn evit kompren gwelloc’h buhez an atantoù gwechall, baleadenn avantur, baleadenn noz, polka, joli koukou, fest-noz disco, c’hoari piñata, sevel lochoù b’ar c’hoadoù... 3 devezh leun ha pinvidik evit ar re vras kenkoulz hag ar re vunut. Trugarez d’ar gerent da vezañ fiziet o bugale ennomp ha bennozh Doue d’ar skipailh hag en deus graet war o zro eus e seizh gwellañ.

Deiziataer

  • Ebrel

    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
    • 27-28 Kendalc’h Rouedad Diwan
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
    • 18 Devezh familhoù e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 23 Kermes e Blosn
  • Gouere

    • 3 Merc’her an Thabor
    • 10 Merc’her an Thabor
    • 17 Merc’her an Thabor
    • 24 Merc’her an Thabor