35 embregerezh evit 35000€ evit skoazellañ Diwan !

Gouzout hiroc’h war « Ar Skoazell » 30 a viz Meurzh 2011
loupe


"35 embregerezh evit 35000€ evit skoazellañ Diwan" eo anv ar c’houlzad bras a vo roet lañs dezhañ a-benn nebeud gant Skoazell Diwan Bro Roazhon.


E bal : mont e darempred gant embregerezhioù Il-ha-Gwilen evit kavout arc’hant, dreist-holl evit ma c’hellfe skol Diwan Roazhon kenderc’hel da vevañ ha da greskiñ daoust da fin an implijoù sikouret gant ar Stad.


Ezhomm zo sikour familhoù ha mignoned ar skol evit sevel ur roll kontaktoù. Ma anavezit embregerezhioù hag a c’hellfe profañ arc’hant da Ziwan, na chomit ket da dortal, roit o anvioù hag o c’hontaktoù d’ar Skoazell. Gwelloc’h zo c’hoazh : ma c’hellit menegiñ anv ar rener, pe hini an de e karg eus an arc’hant pe eus ar c’hehentiñ.


Ar re a fell dezho kemer perzh en avantur-se zo pedet da emvod kentañ ar Skoazell, d’ar Yaou 14 a viz Ebrel, da 9e noz, er skol Diwan.
 
Darrempred : Véronique Aulnette, prézidantez ar Skoazell, 06 84 11 98 57, vero.jluc.aulnette chez free.fr