4 a viz Even : gweladenn heñchet e brezhoneg evit an diskouezadeg Divroañ

En savoir plus sur « Le breton » 3 a viz Mezheven 2013
loupe

Ouzhpenn kant vloaz zo, e Breizh, e vez tud a bep seurt o tont hag o vont, ha merket eo bet ar vro gant se da vat. Piv eo ar Vretoned a zo aet kalz anezhe kuit adalek ar bloavezhioù 1850 ? Piv eo an estrenien a zeu betek ar vro-mañ dianav dezho ? Bodet ez eus bet testenioù, teulioù ha dielloù filmet en diskouezadeg-mañ kinniget gant Mirdi Breizh, abalamour da c’houzout hiroc’h war an doare ma oa bet an dud-se o tivroañ hag oc’h enbroañ eus an 19vet kantved betek hiziv an deiz, o buhez, ar pezh o deus degaset ganto.

Gweladenn heñchet e brezhoneg d’ar Meurzh 4 a viz Even da 7e noz. Ul levrig-c’hoari zo profet d’ar vugale evit kompren gwelloc’h an diskouezadeg.

Deiziataer

  • Meurzh

    • 22 Gwerzh gwastilli e skol Gacet ha dorioù digor
    • 23 Dorioù digor Diwan
    • 29 Kwiz e brezhoneg gant SAE
  • Ebrel

    • 1 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 5 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon