Dorioù digor d’ar Sadorn 24 a viz Meurzh

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 16 a viz Meurzh 2012
loupe

Adalek 10e betek 1e, ar skipailh pedagogel hag ar gerent a zegemero an dud c’hoant dezho gouzout hiroc’h diwar-benn raktres Diwan ha mont en-dro ar skol. Degemeret e vez ar vugale er skol adalek 2 vloaz.

Div follenn zo bet savet evit o brudañ : ur skritellig A4 hag ur fly liv savet asambles gant Div Yezh, Dihun ha Diwan (5000 skouerenn bet moullet). Ezhomm zo sikour an holl evit skignañ ar follennoù-se (stalioù, kreizennoù sokial, levraouegoù, embregerezhioù, magourioù, otoioù, beloioù...). Tapit ho lod war an daol degemer. Na chomit ket da dortal : kelaouit ho mignoned, ho amezeien, ho kendirvi, an holl dud a anavezit o deus babigoù !

Deiziataer

  • Mae

    • 3 KM
    • 3 Emvod Redadeg
    • 4 Gwerzhadeg levrioù
    • 5 Stand DBR e marc’had Zagreb
    • 15 Redadeg e Roazhon
    • 24 KM
    • 30 Bodad an arc’hantañ
  • Even

    • 2 Kuzul skolioù Diwan
    • 2 Dorioù digor
    • 14 KM
    • 17 Kermes
    • 28 KM ?
  • Gouere

    • 3 Merc’herioù an Thabor
    • 5 Vakansoù
    • 18 Merc’herioù an Thabor
    • 25 Merc’herioù an Thabor