Abadenn sinema

8 a viz Here 2015
loupe


D’ar sul 25 a viz Here da 4e goude merenn e vo skignet va film “Ar Gwim savet gant Soazig Danieloù, er Maezioù frank, asambles gant film Alyson Cleret : “La parole assassinée”.


Dudi ha preder e brezhoneg evit ar re vras a c’hell bezañ ivez...


Graet e vez "ar gwim" eus ar geot a gresk en dro war lerc’h an eost, p’eo bet troc’het an ed. Evel-se ivez e oa bet lesanvet bugale an nebeut koubladoù emsaverien o doa dibabet ober gant ar brezhoneg en o buhez familh er bloavezhioù 1950, d’ar mare dres ma oa an darn vrasañ eus ar Vretoned o tilezel anezhañ evit ar galleg. Ar film a gont istor souezhus ar vugale-se.