Abadenn tañva d’ar brezhoneg evit familhoù ha bugaligoù Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 20 a viz Meurzh 2011
loupe


Berzh bras he deus graet an abadenn gentañ aozet e Roazhon (ouzhpenn 50 den oa deuet !). Gant-se ez eus bet divizet gant Divskouarn aozañ un eil abadenn digor d’an holl dadoù ha mammoù ha d’ar vugaligoù 1-5 bloaz. D’ar Sadorn 26 a viz Meurzh e vo, e Skol An Emsav (sal Dizolo). Kanet e vo kanaouennoù, kontet e vo istorioù ha distaget e vo rimadelloù gant animatourez Divskouarn. Un doare mat d’an dud da kregiñ gant ar yezh.


Div abadenn a vo ma vo kalzig a dud kuit a vezañ re niverus (10e hag 11e). Evit lakaat ho anv, kit e darempred gant Virginie a-raok al lun 21 a viz Meurzh o lavarout o lâret hag-eñ vefe gwelloc’h deoc’h dont da 10e pe da 11e : divskouarn.diorroer chez hotmail.com