An eurioù
Skol a vez d’al Lun ha d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener.
Diwallerezh ar beure | 7e45-8e35 |
Skol | 8e45-11e30 (8e45-12e evit ar C’hentañ derez) |
Ehan kreisteiz | 11e30-13e15 (12e-13e30 evit ar C’hentañ derez) |
Skol | 13e15-16e15 (13e30-16e15 evit ar C’hentañ derez) |
Skoazell d’ar skolidi | 16e15-16e45 |
Diwallerezh ha studi | 16e45-18e30 |
Bezañ d’an eur. Goulenn a reomp digant an tadoù ha mammoù bezañ d’an eur. Ma vezit diwezhat e tirenkit ar re all a zo d’an eur.
Adalek 8e35 eo ret da dud ar vugale hag d’an dud a ambroug anezhe fiziañ ar vugale d’un den deuet dirak ar salioù klas pe er salioù klas. D’an eur-se e vez serret an diwallerezh ha mont a ra ar skolaerien di da gerc’hat bugale o c’hlasad.
Tri c’harrlec’h zo tostik d’ar skol. N’eus ket aotre da lezel kirri en alez. Dre bourmenadenn an Algarve zo da dremen evit mont tre er skol.