Ar bedagogiezh dre soubidigezh

  • Ur pal : an divyezhegezh abred
    Ur strategiezh : ar soubidigezh


    Lakaet eo bet anat gant ar c’hlaskoù skiantel pegen pouezus eo kement tra desket abred evit kaout anaoudegezhioù ha barregezhioù a-hed ar bloavezhioù-skol. Ar bugel a vez en e greñvañ evit deskiñ pa vez yaouank. Rak er bugaleaj abred e vez, evit ar pep brasañ, diorroet an empenn hag an ampartiz speredel. Pinvidigezh ha liesstumm ar broudoù diavaez o devo war-lerc’h ur roll pouezus e gouestoni pep hini da dapout ha da ziorren anaoudegezhioù. Etre 0 ha 6 vloaz e gwirionez e tlefer degas dezho meur a dra da zeskiñ. D’an oad-se e vez digor spered ar bugel ; deskiñ a ra hep poan. Ar pezh zo gwir evit an danvezioù diazez a zo gwir evit ar yezhoù ivez.
    Abred-tre neuze e rankfer deskiñ ur yezh all. Hag ar gwellañ tra ’vefe kregiñ ganti e diabarzh ar familh.
    Kemer a raio an divyezhegezh abred ur stumm e-touez ar re-mañ :

    • Tad/mamm (da skouer brezhoneg hepken gant an tad, galleg gant ar vamm)
    • Tud ar vugale/tud diavaez
    • Tud ar vugale/skol-vamm


    Gant ar c’helenn dre soubañ, kroget gantañ tregont vloaz ’zo e Bro-Ganada, ez eus ur respont mat d’hor pal : krouiñ un divyezhegezh abred en un endro yezhoniel (hon hini) m’eo e verk kentañ an digempouez bras etre an div yezh. Implij ar brezhoneg hepken er skolioù betek ar CE zo e bal reishaat an digempouez-se.
    Desket ’vez an danvezioù diazez hep implijout ar galleg (hep treiñ neuze), ar pezh a vefe diaesoc’h evit ar vugale ha didalvoud. Paradoks ar soubidigezh eo : dont a reer da vezañ divyezhek dre an unyezhegezh.
    N’eo ket pennreolenn ar soubidigezh kelenn ar yezh eviti-hec’h unan ; implijout anezhi evel benveg deskiñ e danvezioù liesseurt, ne lâran ket. Ne vez ket desket ur yezh gant ur bugel ma ne oar ket da betra e servij. Disheñvel ’vez e emzalc’h pa vez implijet ar yezh evel benveg da bakañ anaoudegezhioù.
    Ar merk all eus ar c’helenn dre soubañ a gas ur respont d’hor pal a zivyezhegezh abred eo e stankter. Ma vez rebechet an diouer a efedusted e kelenn ar yezhoù estren pe eilyezhoù, ez eo peogwir e vez astennet ar c’helenn : nebeut a eurvezhioù e-pad 7 vloaz. Met na faziomp ket : pal ar c’helenn-se n’eo ket kas an dud da vezañ divyezhek ivez...

  • Savboent Claude Hagège, yezhoniour

    5/10/10
    Claude Hagège a zo kelenner e Skolaj Bro-Frañs ha rener war studioù e Skol Bleustrek an Uhelstudioù. Bez ez eo oberour dek levr war ar gomz. Aet eo, evit ren e enklaskoù war ar yezhoù eus Afrika da… Lenn pelloc’h