Ba chupenn ur judoka

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 3 a viz Mezheven 2013
loupe

Ur gwir dojo eo deuet trepas ar re vihan da vezañ er sizhun paseet ha gellet o deus bugale ar c’hlasoù mamm kaout un tañva eus ar judo. Gwisket gant kimono hengounel ar judoka o deus ruilhet ar vugale war an tatamis ha pleustret o deus un nebeud krogadoù. Gaëtane Tessier, mamm Lyam ha Sénam ha mailh war ar judo (gouriz du memestra !) he deus kinniget an abadenn-se. Bennozh Doue dezhi.