Bageal war lenn Ploermael...

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 13 a viz Meurzh 2013
loupe


Klozet brav e vo bloavezh-skol ar re CM1-CM2 a-drugarez da Liza ha Youenn ! Kas a refont ar vugale da vageal war lenn Ploermael e deroù miz Gouere, pad tri devezh, war bigi Diablotins, bet ijinet a-ratozh evit ar vugale 7-12 vloaz. Gwerzhañ a reont torchoù, moullet warne tresadennoù bet graet gant holl vugale ar skol, evit arc’hantañ ar veaj-se. Daou seurt zo (kotoñs gwenn ha kotoñs kriz bio), 6€ an tamm. Chekenn war anv Diwan Bro Roazhon da reiñ da Youenn, skolaer ar re CM2.