Berzh en deus graet an devezh e brezhoneg !

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 9 a viz Mezheven 2011
loupe


Heol skedus, sonerezh entanus, c’hwezh ar c’hrampouezh, kalzig a dud o kemer perzh pe o pourmen... peadra da reiñ ton d’an devezh e brezhoneg kentañ aozet e Roazhon, war blasenn an ti-kêr, d’ar Sadorn 21 a viz Mae. E meur a geñver eo bet perzh Diwan Bro Roazhon en devezh-se : un ugent bugel o deus kemeret perzh er raliesliv (skipailh ar gorriganed diroll ha hini ar varc’heien dispont), un dek bugel eus CE2-CM2 o deus kinniget disoc’h o labour war ar batucada ambrouget gant sonerien bagad Roazhon, gant Diwan ar Meziaer hag ar c’huzul-skoazell eo bet dalc’het ar stand boued (trugarez d’ar familh Travers !). 480€ zo bet gounezet a-drugarez d’ar stal boued. Bennozh Doue d’an aozerien ivez. Dalc’h kentañ e 2013 ?