Bodad al liorzhañ o c’hoari gant an delioù sec’h
Delioù brav, delioù sec’h, delioù an diskar amzer
O kouezhañ tro ha tro evit mont da foetañ bro...
Setu ar pezh a gan Mona Jaouen evit ar vugale... Met pa vez kaoz eus genouioù kan-skarzhañ stanket gant an delioù-se, aze eo un afer all. Eüruzamant emañ bodad al liorzhañ prest da cheñch penn d’ar vazh !
Ha setu kerent a youl vat ar bodad o tisankañ ar c’hanioù-skarzhañ, o tastum an delioù hag oc’h ober bernioù brav d’ober kompost war-lerc’h.
Graet eo bet trowardroioù ar skol, bremañ e chom ar porzh bras d’ober...


















