Bodad ar c’hempenn

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 30 a viz Du 2010
loupe


Bodad ar c’hempenn zo karget da gempenn ha da zresañ an dafar a vez implijet er skol. Labourat a ra diwar goulenn ar skipailh pedagogiel pe an implijidi evit kempenn pe wellaat tra pe dra. C’hwec’h den a labour ennañ, an holl anezho o vezañ kerent bugale skoliataet e Skol Diwan Bro Roazhon.

Kalz a draoù zo bet graet dija abaoe an distro skol 2010 : cheñchet plas d’ar panelloù en trepas, staliet parkvaoù evit ar beloioù, kaset d’ar blotoù kozh traoù o straniñ el loch abaoe bloavezhioù, staliet ur gartenn vras eus Roazhon ouzh voger klas ar CE2. Bremañ emaomp o vont da cheñch an duellennoù neon marv ha sevel stajerennoù.

Neuze, ma remerkit traoù e savadur ar skol ha n’eont ket en dro, grit "SOS Bodad ar c’hempenn" hag e teuimp da lakaat an traoù en o reizh an abretañ ma c’hallimp.

Darempred : Gerald Ollivier (kombod Ollivier)

  • Tombola Diwan !

    Un institusion eo deuet tombola Diwan da vezañ. Gant aon e vez gortozet gant lod zo, ha gant levenez gant lod all !… Lenn pelloc’h
    5 a viz Ebrel 2019
  • Tombola

    Karnedoù bilhedi evit an tombola a zo erruet ar sizhunvezh-mañ. An tombola-mañ a vez aozet gant Diwan hag an arc’hant rastellet a servij da arc’hantaouiñ ar skolioù. Daou c’harned dek bilhed a vez roet da bep bugel hag unan ouzhpenn da bep bugel… Lenn pelloc’h
    18 a viz Meurzh 2019
  • Lidiroa an distro !

    Paouezet en doa bodad kehentiñ Diwan Bro Roazhon da embann Lidiroa, e lizher elektronek. Prest eo bodad ar c’hehentiñ da adlañsañ Lidiroa eta. Benn nebeut e vo aozet un emvod digor d’an holl gant bodad ar c’hehentiñ evit prederiañ a-stroll war an… Lenn pelloc’h
    1añ a viz Meurzh 2019

Deiziataer

  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 22 Kermes e Keryann
  • Gouere

    • 3 Merc’her an Thabor
    • 10 Merc’her an Thabor
    • 17 Merc’her an Thabor
    • 24 Merc’her an Thabor