Brezhoneg : kêr Roazhon lavar-dislavar !

23 a viz Meurzh 2012
loupe


Bev-birvidik eo ar brezhoneg e Roazhon. Anavezet ha komzet e vez gant miliadoù a dud. Koulskoude ne gaver ket kalz a vrezhoneg e buhez foran kêrbenn Breizh. Gortoz a reer muioc’h a-berzh an ensavadurioù. Un emvod kelaouiñ zo aozet gant ur strollad kevredigezhioù ha sitoianed d’ar Gwener 23 a viz Meurzh, da 11e, plasenn ar Parlamant, evit ober bilañs skipailh Delaveau war ar bolitikerezh yezh, e-kreiz ar respet. Kinnigoù vo graet ivez evit an 3 bloaz da zont. Deuit niverus.