Buhez ar gevredigezh


  • Meret eo Skol Diwan Roazhon gant ur gevredigezh hervez lezenn 1901 anvet Diwan Bro Roazhon, lakaet dezhi ar palioù-mañ :

    • reiñ un degemer a zoare da vugale Skol Diwan Roazhon
    • kas ar brezhoneg war-raok e Roazhon hag e Bro Roazhon.


    Izili ar gevredigezh eo holl mammoù ha tadoù bugale Skol Diwan Roazhon. Sichenn ar vuhez er skol eo labour dic’hopr an holl mammoù ha tadoù. E penn ar gevredigezh ez eus ur c’huzul-merañ, anvet gant an an holl izili, ha dic’hopr ar re zo anvet.


    Bodadegoù a vez a-hed ar bloavezh-skol.

    • An Emvodoù meur : 2 wech ar bloaz, unañ da vare ar mizioù du da zilenn ur c’huzul-merañ nevez, unañ all da vare an nevez-hañv da prientiñ ar bloavezh skol da zont.
    • Ar bodadegoù ordinal : 1 pe 2 zo en ur bloavezh, studiet e vez kudennoù ar skol hag ar gevredigezh.
    • Ar bodadoù-labour (pe komisionoù).
    • Ar c’huzulioù-skol : 3 gwech ar bloaz, enne e vez bodet an tadoù pe mammoù dileuriet e pep klas hag ar skolaerien. Enne e vez kaoz eus mont en-dro ar skol, ar c’hlasoù, eus ar vuhez er skol hag eus ar raktresoù pedagogel.
    • Bodadeg Veur Diwan Breizh : Emañ Diwan Bro Roazhon e-barzh rouedad Diwan Breizh ha ret eo deomp kemer perzh e buhez Diwan penn-da-benn.


     


    An holl war vourzh ! Pep hini krog e-barzh !


    Evit kas ar skol en-dro, evit aesaat an traoù d’hon bugale ha skañvaat ar bec’h war divskoaz labourerien ar skol eo ret D’AN HOLL kregiñ e-barzh : labourat er c’homisionoù, deiz ar c’hig-ha-farz ha hini ar fest-noz, ar skubadegoù bras a vez e Gwengolo ha d’an nevez-amzer, brudañ abadennoù ar skol, ar festoù hag an Dorioù Digor…


     


    Ar c’huzul merañ (CA)


    An dud e karg eus ar bodadoù labour


    Ar vuhezourien hag ar skoazhellerien


    Tud ar c’hempenn


    da ouzout hiroc’h : president(@)diwanbroroazhon.bzh

  • Emvod-meur 20 a viz Even

    28/05/19

    D’ar Yaou 20 a viz Even da 8e e vo an emvod-meur ordinal Diwan Bro Roazhon, er skol Gacet.… Lenn pelloc’h
  • Emvod-meur dreist-ordinal d’an 2 a viz Ebrel

    18/03/19

    D’ar Meurzh 2 a viz Ebrel da 8e e vo un emvod-meur dreist-ordinal Diwan Bro Roazhon. Pouezus-tre… Lenn pelloc’h
  • Devezh kempenn

    1/03/17

    Pedet eo tud ar vugale skol Diwan Roazhon gant ar c’huzul-merañ da gemer perzh en un devezh… Lenn pelloc’h
  • Ur prof da zDiwan

    17/12/16

    E miz Kerzu 2016, ez eo Diwan Bro Roazhon : - ur skol 162 bugel anezhi, - un eil klas en… Lenn pelloc’h
  • Distro-skol laouen d’an holl !

    1/09/11

    Echu ar vakañsoù. Poent eo mont d’ar skol en-dro. 128 bugel zo enskrivet er bloaz-mañ e skol Diwan… Lenn pelloc’h

Deiziataer

  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 22 Kermes e Keryann
  • Gouere

    • 3 Merc’her an Thabor
    • 10 Merc’her an Thabor
    • 17 Merc’her an Thabor
    • 24 Merc’her an Thabor