C’hoariva gant liseidi Diwan Karaez

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 29 a viz Genver 2013
loupe


D’ar Meurzh 22 a viz Genver, ur wech ouzhpenn, he doa bet skol Diwan Roazhon ar chañs hag ar blijadur da zegemer liseidi Diwan Karaez. Kinniget o deus "Sketchup", ur pezh-c’hoari o deus ijinet evit ar vugale, ur veaj en amzer, eus ar Ragistor, d’ar Grenn-Amzer betek an amzer dazont. Ar pezh-se zo anezhañ disoc’h ul labour kaset abaoe daou vloaz gant Yann-Fañch Jacq, kelenner brezhoneg el lise Diwan, hag un 12 lisead bennak, Katell Tréhin en o zouez, bet skoliadez e skol Diwan Roazhon. Un droiad zo bet aozet e Breizh a-bezh, gant un 20 abadenn. Berzh en deus graet Sketchup ha c’hoarzhadennoù e-leizh zo bet gant ar re vras kenkoulz ha gant ar re vihan.

Deiziataer

  • Mae

    • 7 Redadeg e Roazhon
    • 17 Gwerzh levrioù ha gwastilli er skol Keryann
    • 18 Gwerzh gwastilli er skol Blosn
    • 25 40 vloaz Diwan Roazhon
    • 26 40 vloaz Diwan e Gwipedel
  • Even

    • 9 Liorzhañ er Blosn
    • 21 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon
    • 30 Liorzhañ er Blosn
  • Gouere

    • 1 Liorzhañ er Blosn
    • 4 Merc’her an Thabor
    • 11 Merc’her an Thabor
    • 18 Merc’her an Thabor
    • 25 Merc’her an Thabor