Deskiñ brezhoneg e-korf 180 devezh : emvod kelaouiñ d’an 11 a viz Ebrel

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 5 a viz Ebrel 2013
loupe


Bep bloaz e vez aozet daou stummadur c’hwec’h mizvezh e Roazhon, evit deskiñ brezhoneg, gant Skol an Emsav. Etre ar 16 a viz Gwengolo 2013 hag an 28 a viz Meurzh 2014, hag etre ar 6 a viz Genver hag an 11 a viz Gouere 2014 e vo an daou brantad kentañ. Evit tud ar vugale skoliataet en hentennoù divyezhek eo bet ijinet ar stummadur-se hag evit an dud a blijfe dezho labourat e brezhoneg. Dedennet oc’h ? Emvod kelaouiñ d’ar Yaou 11 a viz Ebrel, da 6e noz e Skol an Emsav, 25 straed Pierre Martin e Roazhon (kostez Su an ti-gar).