Dibunadeg Batucada d’ar Gwener 8 a viz Ebrel

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 3 a viz Ebrel 2011
loupe


Holl vugale ar skol a gemero perzh en un dibunadeg leun a virvilh hag a sonerezh d’ar Gwener 8 a viz Ebrel. Kerent ha mignoned, deuit niverus da selaou ha da welet anezho ! Tro o do skolidi klas ar re vras ha klasoù kentañ derez da ziskouez ar pezh o deus desket gant ar gelennerien sonerezh. Treuzwisket e vo ar re vihan hag ar re grenn gant gwiskamantoù graet ganto.


Loc’hañ a raio ar vugale da 3e ha tri ehan a vo graet evit seniñ : un abadenn sonerezh Bro Vrazil a vo kinniget gant ar re CE2 ha CM, la batucada. Kanaouennoù ha luskoù graet gant ar c’horf a vo kinniget gant ar re vras hag ar re CP-CE1. Ehan kentañ : alez ar Gacet, eil ehan : skol Sante Armel (5 ru Suisse), trede ehan : er skol Diwan porzh ar re kentañ derez, war-dro 3e40.