Dielloù Diwan Bro Roazhon

  • 1978-1982 Feurm la Harpe

    E Miz Kerzu 1977 e oa bet digoret kentañ skol Diwan Roazhon (ar bevare e Breizh) e salioù Kelc’h keltiek Roazhon, e feurm La Harpe. Un emglev da c’hortoz a bado meur a vloaz ! Pevar devezh ar sizhun… Lenn pelloc’h
  • 1982-1989 Bali Gwitreg

    10 a viz Kerzu, boulouard Gwitreg, lid digoridigezh ar skol nevez a chomo 7 vloaz en un ti bihan, en-dro dezhañ ul liorzhig vihan, fankek a-wechoù, evit brasañ plijadur ar vugale.… Lenn pelloc’h
  • 1989-1994 Kanol Sant Varzhin

    En 1989 e cheñch ti ar skol adarre. Mont a ra d’en em staliañtal ar ganol Sant Varzhin, en un ti frankoc’h... a zeuio da vezañ re strizh buan a-walc’h koulskoude. Skolidi 1990-1991, asambles… Lenn pelloc’h
  • 1994-2004 Quineleu / Tannou

    Sinadur feurm skol Quineleu etre Claude Bécam, prezidant ar gevredigezh, hag Edmond Herve, maer Roazhon, dindan daoulagad André Lavanant. Ar wech kentañ eo da skol Diwan Roazhon bezañ staliet en ur… Lenn pelloc’h
  • 2004 Skol ar Blosne

    E karter ar Blosne e Su Roazhon en em gav ar skol e 2004, e skol ar Gacet. N’eo ket aet da netra ar spi da sevel un adskol e Roazhon. War ar stern emañ ar raktres-se c’hoazh. E 2008 eo… Lenn pelloc’h
  • 2014 Skol Keryann

    Pa ’z a war vrasaat an niver an familhoù o c’houlenn ur skol e brezhoneg a-greis ma emañ leun chouk Skol ar Blosne e kreisker Roazhon, e tigor un eil lec’hienn (skol vamm) e 2014 e Hanternoz Rozahon e… Lenn pelloc’h