Diskouezadeg Breizh hag he sinema : gweladenn e brezhoneg d’ar 14 a viz Even

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 9 a viz Mezheven 2011
loupe


Diskouezadeg Breizh hag he sinema er Maezioù Frank e Roazhon : gweladenn e brezhoneg d’ar Meurzh 14 a viz Even lusket gant Pascal Nignol, hanterour e Mirdi Breizh, ha Catherine Delalande, karget eus Degemer ar filmañ e Breizh.


Penaos eo bet filmet Breizh gant ar sinema ? Penaos eo bet diorroet er vro ? Taolenn arzel ha travelling istorel, La Bretagne fait son cinéma a ziskouez an daou du eus ar skramm.


Buan-tre goude ma voe ijinet ar fiñvskeudennerezh e 1895 en em gavas Breizh war ar skrammoù. Hoalañ a ra gant he dremmvro wirion hag un doare egzotegezh. Awenet e vez ar filmerien gant an arvor, an inizi, ar barradoù-amzer, an tourioù-tan, ur sklêrijenn hep he far.. Dalc’het ez eus bet soñj eus Remorques, Les Vikings, L’Équipier…


En tu-hont d’ar pezh zo dibar da Vreizh ez a filmoù all gant hentoù n’int ket bet darempredet kement hag a dizh perzhioù hollvedel evel deskrivadurioù c’hwerv ar vourc’hizien gant Claude Chabrol, meurgan istorel Bertrand Tavernier pe kronikenn krennarded Riad Sattouf.


Adalek ar bloavezhioù 70 e krogas Breizh da vezañ filmet gant ar re a oa o vevañ eno war ar pemdez. An diskouezadeg a ziskouez mat ivez ar sinema stourm, sinema bevaat Roazhon hag ar sinema a vremañ gant ur rummad sevenerezed ha sevenerien danvez enno.


Evel war ul leurenn filmañ e c’hall ar gweladenner dizoleiñ e-giz ma kar un dek takad tematek bennak en o zouez an istor-kamera, perzhioù dibar ar vro, tu-gin ar c’hinkladur…


Mont e-barzh : 4 €/ 3 € (priz digresket) /14 € priz dizoleiñ gant 5 (evit pep strollad 5 den). Evit rakprennan : 02 23 40 66 00.

Deiziataer

  • Meurzh

    • 22 Gwerzh gwastilli e skol Gacet ha dorioù digor
    • 23 Dorioù digor Diwan
    • 29 Kwiz e brezhoneg gant SAE
  • Ebrel

    • 1 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 5 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon