Distaol 50% war feurm ar skol !

22 a viz Gwengolo 2012


Setu ar c’heloù dispar ’meump bet en distro-skol : divizet eo bet digreskiñ feurm ar skol gant ti-kêr Roazhon, nemet 50% da lâret 11500€ nebeutoc’h da zispign bep bloaz. Bloaz zo oa bet savet ar goulenn-se ganeomp. Unan eus an doareoù e oa evit talañ ouzh fin ar c’hevradoù sikouret. Labouret ’meump ivez evit adaozañ mont en-dro ar skol hag aozañ darvoudoù ha gwerzhioù nevez. Ur striv bras zo bet graet ivez gant ar gerent o deus asantet paeañ muioc’h evit ar c’hantin hag an diwallerezh. Gant an holl draoù-se e rankfe budjed ar gevredigezh bezañ kempouez a peu pre e fin ar bloaz. Bennozh Doue da di-kêr Roazhon evit e skoazell kreñvoc’h-kreñvañ !

Deiziataer

  • Genver

    • 11 Gouel Kalanna
    • 19 Liorzhañ e skol Gacet
    • 26 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh gwastilli e skol Keryann
  • C’hwevrer

    • 2 Dorioù digor Diwan
    • Liorzhañ
    • Gwerzh gwastilli
  • Meurzh

    • 7 Gwerzh gwastilli e Keryann
    • 17 Forum Sevenadur e koc’hu Martenot
    • Dorioù Digor Diwan
    • 29 Gwerzh gwastilli e Blosn
  • Ebrel

    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 6 Liorzhañ er Blosn