Distro-skol 2015
Setu ... deuet an distro-skol.
Setu..., 168 bugel war ar roll.
Setu gant un ti skol ouzhpenn e karter Keryann.
86 bugel gant ar re skol-vamm, 22 anezho e Keryann ha 82 bugel gant ar re gentañ derez. Bugale all a vo moarvat da zont c’hoazh gant Diwan Bro Roazhon e-kerzh ar bloavezh-skol 2015-2016.
Disehan e kresk Diwan Bro Roazhon eta (8% er bloaz mañ). Un arouez eus al lañs zo gant ar yezh vrezhoneg e Roazhon eo, hep mar ebet.
Trugarez evit an holl a grog e-barzh a-benn degemer an holl vugale-mañ.