Diwan e marc’had Zagreb

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 6 a viz Mae 2012
loupe


Evit brudañ hor skol e-touez annezidi karter ar Blosne, hag evit brudañ ar Redadeg un nebeud deizioù a-raok al loc’hañ, e oa bet dalc’het ur stand gant kerent zo e marc’had Zagreb d’ar Sadorn 5 a viz Mae. Laouen-tre ar berzhidi : un abadenn deus ar c’hentañ e oa. Kalz a eskemmoù gant an dremenidi, kentelioù brezhoneg war ar prim, dasparzh traktoù evit an dorioù digor, gwerz krampouezh, gwastilli, mel ha levrioù, ha kement-se hep bezañ glebiet gant ar glav mar plij !


Bennozh Doue da gChristian Goulias en deus ijinet hag aozet an abadenn-se, da Fabrice Véronneau evit ar c’hrampouezh, d’an Aotroù Broussot, gwenanour ha tad-kozh ur skoliadez hag en deus roet 20 podad mel d’ar skol, ha d’ar gerent deuet da zerc’hel ar stand an deiz-se.

Deiziataer

  • Meurzh

    • 22 Gwerzh gwastilli e skol Gacet ha dorioù digor
    • 23 Dorioù digor Diwan
    • 29 Kwiz e brezhoneg gant SAE
  • Ebrel

    • 1 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 5 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 27 Liorzhañ e skol Blosn
  • Mae

    • 9 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 10 Gwerzh gwastilli e Blosn
    • 13 Emvod kuzul-merañ e Blosn
  • Even

    • 3 Emvod kuzul-merañ e Keryann
    • 6 Gwerzh levrioù ha gwastilli e Keryann
    • 8 Liorzhañ e Blosn
    • 20 Emvod-meur Diwan Bro Roazhon