Dorioù digor d’ar Sadorn 25 a viz Mae etre 10e hag 1e

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 21 a viz Mae 2013
loupe

Ar skipailh pedagogel hag ar gerent a zegemero an dud c’hoant dezhe gouzout hiroc’h diwar-benn raktres Diwan ha mont en-dro ar skol. Degemeret e vez ar vugale er skol adalek 2 vloaz.

Skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e n’eus forzh peseurt degouezh. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad. Abaoe 35 bloaz emañ skol Diwan Roazhon o vont en-dro. 143 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.

  • Dorioù digor Diwan

    Berzh bras evit an dorioù digor zo bet er skol d’an 13 a viz C’hwevrer gant bugaligoù ouzhpenn da zegemer d’ar skol… Lenn pelloc’h
    16 a viz C'hwevrer 2013
  • Ille et Bio 2012

    Perzh a gemero ar c’hollectif « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d’ar 12, 13, 14 a viz Here 2012.… Lenn pelloc’h
    eil a viz Here 2012
  • Diwan e marc’had Zagreb

    Evit brudañ hor skol e-touez annezidi karter ar Blosne, hag evit brudañ ar Redadeg un nebeud deizioù a-raok al… Lenn pelloc’h
    6 a viz Mae 2012

Deiziataer

  • Even

    • 1añ Kuzul ar skolioù Diwan
    • 4 Abadenn lenn
    • 11 Gwerzh gwastilli
    • 12 Abadenn tele 1,2,3
    • 14 Termen Urzh-prenañ fotoioù
    • 14 KM
    • 16 Kermes
    • 21 Emvod-meur