Dorioù digor d’ar Sadorn 9 a viz Genver

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 7 a viz Genver 2012
loupe


Adalek 10e betek 1e, ar skipailh pedagogel hag ar gerent a zegemero an dud c’hoant dezho gouzout hiroc’h diwar-benn raktres Diwan ha mont en-dro ar skol. Degemeret e vez ar vugale er skol adalek 2 vloaz.


Div follenn zo bet savet evit o brudañ : ur skritellig A4 hag ur fly liv savet asambles gant Div Yezh, Dihun ha Diwan (2500 skouerenn bet moullet). Ezhomm zo sikour an holl evit skignañ ar follennoù-se (stalioù, kreizennoù sokial, levraouegoù, embregerezhioù, magourioù, otoioù, beloioù...). Tapit ho lod war an daol degemer. Na chomit ket da dortal : kelaouit ho mignoned, ho amezeien, ho kendirvi, an holl dud a anavezit o deus babigoù !

Deiziataer

  • Genver

    • 11 Gouel Kalanna
    • 19 Liorzhañ e skol Gacet
    • 26 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh gwastilli e skol Keryann
  • C’hwevrer

    • 2 Dorioù digor Diwan
    • Liorzhañ
    • Gwerzh gwastilli
  • Meurzh

    • 7 Gwerzh gwastilli e Keryann
    • 17 Forum Sevenadur e koc’hu Martenot
    • Dorioù Digor Diwan
    • 29 Gwerzh gwastilli e Blosn
  • Ebrel

    • 4 Gwerzh gwastilli ha levrioù e Keryann
    • 6 Liorzhañ er Blosn