Dorioù digor Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 22 a viz Ebrel 2014
loupe


Dorioù ar skol a vo digoret d’ar sadorn 24 a viz mae 2014. Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.


Evel ma ouzit mat, e skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad.

Abaoe 35 bloaz emañ skol Diwan Roazhon o vont en-dro. 150 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ. Degemeret e vez ar vugale er skol adalek 2 vloaz.


Nevezintioù bras er bloaz-mañ : digoret e vo un eil skol e Roazhon a-benn miz gwengolo 2014. E keryenn, 9, straed Flandrez e vo.

Roit gouzout tro-dro deoc’h !