Dorioù digor Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 19 a viz Mezheven 2014
loupe

Dorioù skol Keryann (9, straed Flandrez) a vo digoret d’ar sadorn 28 a viz even 2014 etre 10e ha 1e eus an endervezh.

Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.

Tu vo deoc’h enskrivañ ho pugale evit ar bloavezh-skol 2014-2015 evit skol Keryann kenkoulz evit skol Ar "Gacet" a zo e kreiteiz Roazhon.

Evel ma ouzit mat, skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad.

Abaoe 35 bloaz emañ skol Diwan Roazhon o vont en-dro. 150 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.

Roit gouzout tro-dro deoc’h !