Dorioù digor Skol Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 10 a viz Meurzh 2018
loupe


Dorioù skol Keryann (9 straed Flandrez) ha Skol Ar Blosne (31 bali Portugal) a vo digoret d’ar Sadorn 24 a viz Meurzh 2018 etre 10e ha 1e eus an endervezh.


Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.


Tu vo deoc’h enskrivañ ho pugale evit ar bloavezh-skol 2018-2019 evit skol Keryann (norzh Roazhon) kenkoulz evit skol Ar "Gacet" a zo e kreizteiz Roazhon.


Skolioù brezhoneg kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad.

Deiziataer

  • Gouere

    • 1 Liorzhañ er Blosn
    • 4 Merc’her an Thabor
    • 11 Merc’her an Thabor
    • 18 Merc’her an Thabor
    • 25 Merc’her an Thabor