Dorioù digor Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 17 a viz Genver 2017
loupe


Dorioù Skol Keryann (9, straed Flandrez) ha Skol Ar Blosne (31 bali Portugal) a vo digoret d’ar sadorn 4 a viz c’hwevrer 2017 etre 10e ha 1e eus an endervezh.


Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.


Tu vo deoc’h enskrivañ ho pugale evit ar bloavezh-skol 2017-2018 evit skol Keryann (Norzh Roazhon) kenkoulz evit skol Ar "Gacet" a zo e kreizteiz Roazhon.


Evel ma ouzit mat, skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale adalek 2 vloaz, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad. 160 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.