Dorioù digor Skol Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 26 a viz Meurzh 2017
loupe

Dorioù Skol Keryann (9 straed Flandrez) ha Skol Ar Blosn (31 bali Portugal) a vo digoret d’ar sadorn 1 a viz Ebrel 2017 etre 10e ha 1e eus an endervezh.

Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.

Tu vo deoc’h enskrivañ ho pugale evit ar bloavezh-skol 2017 - 2018 evit skol Keryann (Norzh Roazhon) kenkoulz evit skol Ar "Gacet" a zo e kreizteiz Roazhon.

Skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale adalek daou vloaz, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad. 160 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.