Dorioù digor Skol Diwan Bro Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » 8 a viz Mae 2016
loupe

Dorioù Skol Keryann (9 straed Flandrez) ha Skol Ar Blosn (31 bali Portugal) a vo digoret d’ar Sadorn 21 a viz Mae 2016 etre 10e ha 1e.

Kelennerien hag ar gerent a zegemero an dud hag a zo c’hoant ganto da ouzout hiroc’h diwar-benn raktres kelenn Diwan ha mont en-dro ar skol.

Tu vo deoc’h enskrivañ ho pugale evit ar bloavezh-skol 2016 - 2017 evit skol Keryann (Norzh Roazhon) kenkoulz evit skol Ar Gacet a zo e kreizteiz Roazhon.

Skolioù brezhonek kevredigezhel eo ar skolioù Diwan. Laik int, digoust ha digor d’an holl vugale adalek daou vloaz, brezhonegerien pe get. Diazezet eo ar bedagogiezh war ar soubidigezh. Gant-se e c’hello ar vugale komz brezhoneg kenkoulz hag ar galleg e pe zegouezh a vefe. Heuliet e vez programoù an Deskadurezh Stad. 160 bugel zo degemeret enni er bloavezh-skol-mañ.