Emvod AEP d’ar Yaou 19 a viz Genver da 8e30
Pedet eo holl gerent ar skol d’an emvod AEP a vo dalc’het d’ar Yaou 19 a viz Genver, da 8e30.
War ar roll :
Kinnig ha votadeg war ar mod d’ober pa ne vez ket paeet ar fakturennoù (kantin ha diwallerezh). Lakaet e vo an dra-se war reolennadur diabarzh ar gevredigezh pa vo bet votet gant an dud.
Labour nevesaat ar statudoù a vo azasaet ha kadarnaet da geñver an emvod meur d’ar 24 a viz Meurzh 2012. Aozañ ur strollad labour war reolennadur diabarzh ar gevredigezh.
Kinnig an deiziataer hag ar mod d’ober evit nevesaat ar statudoù.
C’hoant da reiñ lañs d’ur strollad ma vefe bodet ennañ Div Yezh, Dihun, Diwan, Divskouarn evit prederiañ war diorren an dudi e brezhoneg e Bro Roazhon.
Mont kuit Brieg Guerveno.
Nevesaat ar c’huzul-merañ (4 fost da bourveziñ).
Redadeg 2012.
Deuit niverus !





