Emvod Meur Diwan 22/04/2018
Izili Diwan (familhoù, gopridi, kuzulioù merañ ar c’huzulioù skoazell, liseidi) a zo pedet da gemer perzh e Emvod Meur Diwan a vo dalc’het er Pol Phoenix e Pleumeur-Vodou d’an 22 a viz Ebrel. Emañ al lec’h-mañ e-kichen un nebeud lec’hioù da weladenniñ war droad, ar pezh a vo aes evit ar familhoù. Da skouer, pa gemero perzh an tad pe ar vamm e eskemmoù an emvod meur e c’hello un ezel all eus ar familh gweladenniñ al lec’hioù asambles gant ar vugale hag an holl en em gavo asambles tro dro ar pred fardet gant kuzulioù skoazell Lannuon ha Louaneg.
Amañ kevret e kavoc’h roll labour an emvod meur mui resisadurioù diwar-benn an traoù da weladenniñ tro-dro. Da notenniñ : 10% a zistaol evit ar Planetarium ha mont e barzh digoust en «Ecocentre » gant ur weladenn henchet e brezhoneg. Kaset vo ar sizhun a zeu teul an emvod meur gant an danevelloù boas (danevell hollek, obererezh, arc’hant)
Trugarez da gas dre bostel a-benn an 18 a viz Ebrel anvioù an dud a gemero perzh en emvod meur ha resisaat an niver a bredoù da virout : diwan(@) diwan.bzh - 02 98 21 33 69
Klask a raimp ober e pad an emvod meur gant un droidigezh war an taol eus an divizoù e brezhoneg. Evit se e vo ret d’an dud a garfe selaou an troidigezhioù kas selaouelloù luget ouzh ur pellgomzer hezoug, ur smartphone pe un dabletenn gant ur programm skingomz FM. Se vo ouzhpenn an tokarnioù amprestet gant Ofis ar Brezhoneg.