En hañv ez eus dudi evit ar vugale ivez
Da zudiañ ho pugale e brezhoneg e-kerzh an hañv, gant un dek kevredigezh diseñvel bennaket, e vo kampoù vakañsoù un tammig e bep lec’h e breizh.
Bep hini a gavo e lodenn eta.
Ur gwir a brof d’ho pugale eo : da gejañ gant bugale ha tud deuet all, da zizoleiñ tachennoù nevez, da vleuniñ gant an hañv neuze !
A-drugarez d’an Upabar int embannet en un levrig klok a gavoc’h amañ. Lennit a-stroll en ho tiad.