Enskrivañ e vugel

  • Ma plijfe deoc’h goûzout hiroc’h diwar-benn ar skol, an doareoù kelenn, ar soubidigezh, mard ez oc’h e sell da enskrivañ ho pugel e skol Diwan Roazhon (E skol ar Blosne pe skol Keryann), kit e darempred gant renerez ar skol, Liza Jacq.

    Darempred :

    • Keryann : Odile Chapron : skol.roazhon.keryann(a)diwan.bzh
    • Ar Blosn : Véronique Guillou : diwan.roazhon(a)wanadoo.fr

    Er skol vamm e vez enskrivet ar vugale da gentañ peurliesañ (re vihan, re grenn pe re vras), evit ma vefe ur bloavezh deskiñ brezhoneg gant an holl vugale a-raok kregiñ gant an deskiñ lenn e brezhoneg e CP. Koulskoude, gwech ha gwech all, e c’hoarvez ganeomp degemer bugale ha na oaront ket brezhoneg c’hoazh diouzh an degouezh.

    Paperennoù da reiñ :

    • Testeni kretadurezh keodedel
    • Testeni brec’hioù pe luc’heilenn ar c’harned yec’hed
    • Luc’heilenn levrig ar familh
    • Evit ar c’hantin hag an diwallerezh : teuliad fakturenniñ, goulenn aotre lemel, RIB, testeni rannad-tiegezh, goulenn enskrivañ er greizenn dudi.

    Ar gerent a lak o bugale e skol Diwan Roazhon a ziskouez e-giz-se bezañ a-du gant Karta Diwan. Izili dre wir int eus ar gevredigezh Diwan Bro Roazhon.