Fest fin bloaz Skol An Emsav

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 7 a viz Gouere 2011
loupe


D’ar Gwener 1añ a viz Gouere oa bet dalc’het fest fin bloaz Skol an Emsav. Ur skipailh kerent eus Skol Diwan Roazhon en deus graet war-dro predoù ar 120 perzhiad : Anne-Sophie, Fabrice, Tifenn, Sandrine, Gaelle ouzh ar pilligoù ha Gérard, Xavier, Katell, Erwann o servijañ an dud, hep disoñjal Nolwenn hag Amandine evit ober war-dro stand al levrioù. Un nozvezh laouen hag he deus kaset 430€ gounid da Ziwan.


Skol an Emsav a ginnig kentelioù brezhoneg sizhuniek, kentelioù emzeskiñ, stajoù berr ha stummadurioù hir (stajoù kentañ : eus an 3 a viz Here 2011 d’an 30 a viz Meurzh 2012 hag eus an 2 a viz Genver 2012 d’an 30 a viz Even 2012).