Fest Nedeleg etre Breizh ha Mexico

23 a viz Here 2012
loupe


En em vodet zo kerent eus skolioù Diwan Ar Meziaer ha Roazhon evit kregiñ da brientiñ ar Fest Nedeleg. Un Nedeleg etre Breizh ha Mexico vo roet d’ar gerent ha d’ar vugale da vevañ er bloaz-mañ. War ar roll (da resisaat) : abadenn ar vugale, c’hoari ar piñata, adverenn, abadenn evit ar vugale, pred rannet. Da 3e e krogo an traoù d’ar Sadorn 15 a viz Kerzu.


Savet zo ur strolladig evit ijinañ ha leurenniñ un abadenn war tem un diviz etre Breizh ha Mexico. Klask zo war tud all evit klokaat ar strollad. Ma’z oc’h kontant da gemer perzh en avantur-se (skrivañ an abadenn ha/pe c’hoari), kit e darempred gant Anne-Sophie : annesof3 chez wanadoo.fr. N’eus ket ezhomm bezañ prenet skiant war ar c’hoariva evit kemer perzh.