Filmoù brezhonek Dizale e Roazhon

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 20 a viz Meurzh 2011
loupe


D’ar Yaou 17 a viz Meurzh e oa en em gavet e sal vras ar Maezioù Frank tost an holl skolidi vihan skoliataet e brezhoneg e Bro Roazhon. Ar re vihan hag a re grenn o deus bet plijadur o sellet ouzh istorioù Ludovic an arzhig. D’ar Meurzh 15 e oa ar re vras ha skolidi ar c’hentañ derez o doa c’hoarzhet leiz o genoù dirak troioù kaer an Tri Forban, tudennoù brudet Tomi Ungerer. Trugarez d’ar gevredigezh Dizale a vez aozet ganti, bep bloaz, un droiad tresadennoù bev e brezhoneg.

Deiziataer

  • Genver

    • 11 Gouel Kalanna
    • Liorzhañ e skol Gacet
    • Gwerzh gwastilli
  • C’hwevrer

    • 2 Dorioù digor Diwan
    • Liorzhañ
    • Gwerzh gwastilli