Happening "Galv ar brezhoneger diwezhañ" d’ar Sadorn 9 a viz Ebrel

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 3 a viz Ebrel 2011
loupe


Setu un darvoud dic’hortoz ha farsus evit kizidikaat poblañs Roazhon war dazont ar brezhoneg. Bugale, kerent, tud yaouank, tadoù-kozh, didostait da glevet...


Petra vo graet ? Diwar patrom ar c’hoari mil anavezet "ar c’hadorioù sonerezh" (chaises musicales) vo c’hoariet en abardaevez ’pad da c’hoût piv vo ar brezhoneger diwezhañ.


Ar pal ? Desachañ evezh an dud, ar mediaoù, ar bolitikourien war stad hor yezh : fellout ra deomp gwirioù denel evidomp brezhonegerien : AR GWIR DA IMPLIJ AR YEZH PEP LEC’H.


Emgav d’ar Sadorn 9 a viz Ebrel adalek 2e war blasenn an ti-kêr e Roazhon.


Aozet gant gant Ai’ta Breizh gant sikour SLB skol veur, UDB yaouank, 44=BZH, Breizhistance, UDB ha Skeudenn Bro Roazhon.

  • Sav-Heol : embanner levrioù bugale

    Krog eo embannadurioù Sav-Heol, renet gant Mark Kerrain, tad d’ur skoliadez, kelenner brezhoneg hag embanner, da ober levrioù bugale e brezhoneg. Tri levr zo deuet er-maez abaoe miz Mezheven : Yarig Wenn, evit bugale 6 vloaz, diwar ar… Lenn pelloc’h
    10 a viz Du 2010
  • Vakansoù an Hollsent e brezhoneg

    Vakansoù e brezhoneg ? N’eus ket gwelloc’h evit reiñ talvoudegezh d’ar gerioù brezhoneg bet desket er skol, hag ober… Lenn pelloc’h
    15 a viz Here 2010
  • Mirdi Breizh : gweladennoù e brezhoneg

    Petra nevez gant Mirdi Breizh ? Ur c’hoari nevez-flamm evit ar familhoù hag e brezhoneg marplij ! Bremañ e c’hellit gweladenniñ ar mirdi gant ho pugale ! Deskiñ ur bern traoù ha kaout plijadur war un dro ! Gweladennoù an diskouezadegoù Maouezed… Lenn pelloc’h
    5 a viz Here 2010