Ille et Bio 2012

Gouzout hiroc’h war « Dorioù digor hag emgavioù all » eil a viz Here 2012
loupe


Perzh a gemero ar c’hollectif « Cultivons nos langues » e Saloñs Ille et Bio e Gwizien d’ar 12, 13, 14 a viz Here 2012. War dachenn ar Pemp plijadur e vo staliet er bloaz-mañ.


Un toullad abadennoù vo kinniget gantañ da geñver ar saloñs-se :

  • c’hoarioù evit dizoleiñ ar gallaoueg (d’ar Gwener, evit ar skolidi, mirout en a-raok dre ret)
  • rimadelloù ha c’hoarioù bizied evit ar gerent hag ar vugale vihan (d’ar Sadorn da 10e30 ha 4e)
  • ur prantad tañva d’ar brezhoneg evit an dud deuet (d’ar Sadorn ha d’ar Sul da 2e)
  • la roue du heq, ur c’hoari evit dizoleiñ ar gallaoueg gant ho familh (d’ar Sadorn da 4e30 ha d’ar Sul da 4e)
  • ur stal keginañ evit deskiñ fardañ krampouezh e brezhoneg hag e galaoueg (d’ar sadorn da 11e)
  • hag evel kustum : ul lec’h titouriñ war ar brezhoneg hag ar gallaoueg hag un daol evit livañ evit ar vugale.


Bodet zo un toullad kevredigezhioù oberiant war dachenn ar brezhoneg hag ar gallaoueg er c’hollectif « Cultivons nos langues » : Div Yezh Bruz, Diwan Bro Roazhon, Divskouarn, Bertaeyn Galeizz, Dihun Breizh, UBAPAR, Skol an Emsav, Dihun Bro Roazhon, Diwan Gwizien. Fellout a ra dezho reiñ da weladennerien Ille et Bio danvez preder war liested ar yezhoù ha buhez ar yezhoù minorel e Breizh.


Emaomp o klask tud a-youl vat evit derc’hel ar stand kelaouiñ. Ma’z oc’h mennet da sikour, lakait ho anv war ar planning.


Darempred : Anne-Marie Pelhate / 06 73 15 35 40 / pelhate.anne-marie chez wanadoo.fr