Kampoù brezhoneg ha gallaoueg

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 10 a viz Mezheven 2019
loupe

Prantadoù vakansoù zo kinniget evit an hañv, evit ar vugale etre 6 ha 17 vloaz. Ma fell deoc’h enskrivañ ho pugale, grit buan evit aesaat labour prientiñ ar skipailhoù buheziñ hag evit bezañ sur kaout ur plas (15 staj zo leun dija).
Foetañ bro war velo, anavezout gwelloc’h kêr Roazhon gant ur vandennad kamaraded, kaiakiñ pe bageal ba bae Daoulaz, pleustriñ ar gouren hag ar mell-droad gouezelek... Pep hini a gavo e lod.
War lec’hienn UBAPAR emañ roll ar c’hampoù ma chom plas enno.

  • Sav-Heol : embanner levrioù bugale

    Krog eo embannadurioù Sav-Heol, renet gant Mark Kerrain, tad d’ur skoliadez, kelenner brezhoneg hag embanner, da ober levrioù bugale e brezhoneg. Tri levr zo deuet er-maez abaoe miz Mezheven : Yarig Wenn, evit bugale 6 vloaz, diwar ar… Lenn pelloc’h
    10 a viz Du 2010
  • Vakansoù an Hollsent e brezhoneg

    Vakansoù e brezhoneg ? N’eus ket gwelloc’h evit reiñ talvoudegezh d’ar gerioù brezhoneg bet desket er skol, hag ober… Lenn pelloc’h
    15 a viz Here 2010
  • Mirdi Breizh : gweladennoù e brezhoneg

    Petra nevez gant Mirdi Breizh ? Ur c’hoari nevez-flamm evit ar familhoù hag e brezhoneg marplij ! Bremañ e c’hellit gweladenniñ ar mirdi gant ho pugale ! Deskiñ ur bern traoù ha kaout plijadur war un dro ! Gweladennoù an diskouezadegoù Maouezed… Lenn pelloc’h
    5 a viz Here 2010