Kampoù vakañsoù en diskar-amzer

Gouzout hiroc’h war « Ar brezhoneg » 9 a viz Here 2011
loupe


Teatr ha sirk gant KLT
Eus al lun 24 betek ar merc’her 26 a viz Here. 3 devezh ha 2 nozvezh evit dizoloiñ ha pleustriñ ar sirk hag an teatr. Bod e kreizenn An Douron e Plegad-Gwerann. 12 plas. 80 euro. Titouroù hag enskrivadurioù : Kerne Leon Treger, 02 98 63 98 79, klt chez wanadoo.fr
 
Natur ha diskar-amzer gant Ti ar C’hoadoù
C’hwezh ar c’histin rostet war an tan, blaz soubenn ar potiron, “crumble” avaloù, legumaj kinklet… Lipouzerezh da vat ! Gwisket tomm ez aimp da bourmen en hentoù don hag er c’hoadoù. C’hoari ha sevel kabanennoù a vo graet. Gant an delioù liesliv dastumet hag ar pezh a vo kavet gant ar vugale e c’hellimp sevel tresadennoù kaer. Kousket e kouskva Skolaj Diwan Plijidi. Eus ar merc’her 26 d’ar gwener 28 a viz Here. 24 plas evit bugale 6-10 vloaz. Priz : 95 €. Titouroù hag enskrivadurioù : Ti ar C’hoadoù, 02 96 21 60 20, centre-foret-bocage chez wanadoo.fr, www.centre-foretbocage.com

Arzoù-kaer ha diskar-amzer gant Studi ha Dudi
Krouiñ, kinklañ, adimplijout an traoù boutin gant teknikoù an arzoù. Lakaat liv e pep lec’h gant danvez a bep seurt. Ur greizenn gouestlet d’an arzourien leun a ijin ha c’hoant gante da grouiñ. Eus ar merc’her 26 d’ar gwener 28 a viz Here. 24 plas evit bugale etre 7 hag 11 vloaz. Priz : 95 €. Titouroù hag enskrivadennoù : Studi-ha-Dudi, 02 96 13 10 69, studi-ha-dudi chez wanadoo.fr, http://perso.orange.fr/studi-ha-dudi