Kenoazañ ar Redadeg 2016

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar gevredigezh » 11 a viz Here 2015
loupe


Tostaat a ra buan Redadeg 2016. Tremen a raio ar Redadeg e Roazhon d’ar Sadorn 30/04 e kreiz an abardaez.
Ur prantad a feson evit aozañ un taol kaer ha lakaat war wel ar brezhoneg !


Poent bras eo dimp kregiñ da aozañ an traoù.


Kinnig a ran deoc’h un emvod evit prezentiñ stad ar jeu ha lañsan da vat al labour.
An emvod vo dalc’het d’ar Yaou 15/10 da 6e30 da noz e sal Alan e ti Skeudenn.


Setu tamm pe damm roll an emvod :

  • kinnig an tremen e Roazhon, stad ar jeu
  • Sevel skipailhoù gant tud e karg evit mont war raok (skipailh buheziñ ha skipailh hent dre vras)
  • traoù all.


 


Trugarez deoc’h reiñ da c’houzout e kemerot perzh hag evel just pediñ ho mignoned dedennet gant ar Redadeg.


Trugarez da Skeudenn hag a zegemer ac’hanomp.


Pgz: 06 08 73 16 85

  • Devezh kempenn

    Pedet eo tud ar vugale skol Diwan Roazhon gant ar c’huzul-merañ da gemer perzh en un devezh kempenn er skol Gacet… Lenn pelloc’h
    1añ a viz Meurzh 2017
  • Ur prof da zDiwan

    E miz Kerzu 2016, ez eo Diwan Bro Roazhon : - ur skol 162 bugel anezhi, - un eil klas en adskol e karter Keryann… Lenn pelloc’h
    17 a viz Kerzu 2016
  • Emvod AEP d’ar 27 a viz Gwengolo

    Emvod distro-skol an AEP a vo d’ar meurzh 27 a viz Gwengolo 2016 da 7e e skol Gacet. Rollad traoù : Bilañs an… Lenn pelloc’h
    22 a viz Gwengolo 2016
  • Emvod-meur 23 a viz Even

    D’ar Yaou 23 a viz Even da 8e e vo an emvod-meur ordinal Diwan Bro Roazhon, er skol Gacet. Pouezus-tre eo an emvod-se evit buhez hor skol ha pouezus eo teufe an holl familhoù abalamour da se. War ar roll : rentañ-kont an obererezhioù, ar bloavezh… Lenn pelloc’h
    8 a viz Mezheven 2016
  • Ar Redadeg 2016

    Emañ ar Redadeg o tostaat buan : ar Sadorn 30 a viz Ebrel e vo e Roazhon. Emvod Ar Redadeg o tont a vo d’an 22 a viz C’hwevrer da 8e da noz e Skol An Emsav, 25 straed Pierre Martin e Roazhon. Digoret eo d’an holl ha neuze skignit ar… Lenn pelloc’h
    14 a viz C’hwevrer 2016
  • Ul leurenn en he urzh

    Skolidi ! kempenn ar c’horre, kraionoù en o urzh !.. Talvezhout a ra evit ar skolidi kenkoulz hag liorzhourien Diwan Bro Roazhon. E-kerzh ar vakañsoù ez eo bet graet un tamm kempenn d’al loch : bez emañ ar rastelloù en urzh, ar c’harrigelloù en… Lenn pelloc’h
    24 a viz Here 2015
  • Radio Breiz-Izel e Roazhon

    D’ar meurzh 3 a viz Du e teuy Radio Breizh Izel da glevadenniñ trouzioù brezhoneg kêr Roazhon. Brezhonegerien a bep… Lenn pelloc’h
    23 a viz Here 2015
  • Galv da vanifestiñ e Karaez d’ar 24 a viz here

    Da oulenn ur statut evit ar broioù kenkoulz hag ar yezh e Bro Frañs e kalv Kevre Breizh da vont da vanifestiñ e… Lenn pelloc’h
    18 a viz Here 2015
  • Kig-ha-farz Diwan Bro Roazhon 2015

    D’an 17 a viz here e vo Kig-Ha-Farz Diwan Bro Roazhon e skol Diwan Roazhon (Ar Blosne). Pedet kaer oc’h da zont… Lenn pelloc’h
    30 a viz Gwengolo 2015
  • Emvodoù meur lec’hel Diwan

    D’an 12 a viz meurzh e skol Diwan Bro Roazhon e oa bet emvodoù meur lec’hel ar kenrouedad Diwan. Un digarez da… Lenn pelloc’h
    14 a viz Meurzh 2015