Kig-ha-farz d’ar Sadorn 19 a viz Here

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar bodadoù labour » 16 a viz Gwengolo 2019
loupe


Ar c’hig-ha-farz 2019 a vo aozet d’ar Sadorn 19 a viz Here adalek 7e noz, e skol Gacet, e zu Roazhon.
Digoret d’an holl, un nozvezh laouen evit en em gavout, kaozeal, ha lipat ho pavioù o tebriñ kig-ha-farz Diwan hollvrudet ! Deuit niverus !
Lakait hoc’h anv dizale ma fell deoc’h dont da zebriñ ganeomp.


Gallout a rit lakaat hoc’h anv war an daolenn an dud a-youl vat er skol.


Mirout
Prizioù : 15€ evit an dud gour, 10€ evit ar vugale (adalak 7 vloaz, pred ha diwallerezh).
Diwallit ! Niver a blasoù bevennet.
Darempred : 07 87 27 38 83 / kighafarz.dbr (@) hotmail.com
http://kighafarz.diwanbroroazhon.bzh/

  • Tombola

    Karnedoù bilhedi evit an tombola a zo erruet ar sizhunvezh-mañ. An tombola-mañ a vez aozet gant Diwan hag an arc’hant rastellet a servij da arc’hantaouiñ ar skolioù. Daou c’harned dek bilhed a vez roet da bep bugel hag unan ouzhpenn da bep bugel… Lenn pelloc’h
    18 a viz Meurzh 2019
  • Bodad al liorzhañ o c’hoari gant an delioù sec’h

    Delioù brav, delioù sec’h, delioù an diskar amzer O kouezhañ tro ha tro evit mont da foetañ bro... Setu ar pezh a… Lenn pelloc’h
    14 a viz Du 2018
  • Bodad ar c’hempenn

    Bodad ar c’hempenn zo karget da gempenn ha da zresañ an dafar a vez implijet er skol. Labourat a ra diwar goulenn ar… Lenn pelloc’h
    30 a viz Du 2010

Deiziataer

  • Du

    • 7 - 23 Yaouank
    • 7 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 15 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Pablo / Adèle
    • 16 Liorzhañ e skol Gacet
    • 29 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Gacet : klas Fañch
  • Kerzu

    • 5 Gwerzh gwastili ha levrioù e skol Keryann
    • 7 Liorzhañ e skol Gacet
    • 12 Emvod-meur ordinal e skol Gacet
    • 13 Gwerzh gwastili e skol Gacet : klas Véronique
    • 17 Emvod implijidi
    • 20 Gwerzh levrioù e skol Gacet
  • Genver

    • 9 Gwerzh gwastilli ha levrioù e skol Keryann
    • 11 Liorzhañ e skol Gacet
    • 17 Gwerzh gwastilli e skol Gacet : klas Youenn
    • 24 Gouel Kalanna
    • 25 Kuzul Skol e Karaez
    • 31 Gwerzh levrioù e skol Gacet