Kinnig skol Diwan Roazhon


  • E 1978 e oa bet digoret Skol Diwan Roazhon. Ar bloavezh-mañ, 161 skoliad zo.


    Abaoe 2005 Skol Diwan emañ staliet e skol ar Gacet, bali Portugal. C’hwec’h klasad zo, ha 136 skoliad en distro-skol 2016.


    Dibaoe miz Gwengolo 2014 ez eo bet digoret un eil skol e karter Keryann e hanternoz Roazhon, stread Flandrez. 25 bugel a zo er skol-vamm ha CP.


     


     


    Skoazellet eo skol Diwan Bro Roazhon gant Kêr Roazhon, departamant Il-ha-Gwilen, kumunioù Breal-Moñforzh, Bruz, Kantpig, Gwizien, Reuz, Magoerioù-ar-C’houenon, Pazieg, Pantieg, Pont-Pagan, Lalieg.


     


    Ar gelerienn evit ar bloavezh-skol 2016-2017:

    • Liza Jacq (MS-GS-CP + renerez)
    • Marine Rokhamandry (MS-GS-CP)
    • Lénaïg Sparfel (PS-MS)
    • Odile Chapron (PS-MS-GS)
    • Fañch Callinet (PS-MS-GS)
    • Véronique Guillou (CP)
    • Morgane Cotten (CE1-CE2)
    • Margaux Le Vern (CE2-CM1)
    • Florian Ebel (CE2-CM1)
    • Youenn Guillanton (CM1-CM2)
  • An eurioù

    1/02/16
    Skol a vez d’al Lun ha d’ar Meurzh, d’ar Yaou ha d’ar Gwener. Diwallerezh ar beure 7e45-8e35 Skol 8e45-11e30 (8e45-12e evit ar C’hentañ… Lenn pelloc’h
  • Pelec’h ’mañ familhoù Diwan Roazhon o chom ?

    4/10/11

    War "roazhonaat" ez a poblañs ar skol. Un hanter eus ar skolidi a oa o chom e Roazhon… Lenn pelloc’h
  • Vakañsoù-skol 2011-2012

    2/10/11
    An Hollsent adalek ar Sadorn 22 a viz Here betek ar Merc’her 2 a viz Du 2011 Nedeleg adalek ar Sadorn 17 a viz Kerzu 2011 betek ar Lun 2 a viz Genver 2012… Lenn pelloc’h
  • Ar c’helaouiñ ar skol

    1/10/10
    Boestoù an tiegezhioù : unan zo roet da bep tiegezh, enni e vez lakaet ar c’helc’hlizhiri ha paperoù a bep seurt. Al listenn elektronek : evit ma ne vo ket gwastet paper e vez klasket ober gant al… Lenn pelloc’h